4 munud e Breizh
Dewi Siberil zo deuet d’ar gêr da c’hoût muioc’h war disoc’hoù kentañ ma enklask. Sed aze disoc’h e labour e 4 munud krono.

10 vloaz Divskouarn
Tro ’meus bet da vuheziñ ur stal war tem an treuzkas er familh da-geñver an devezh aozet evit 10 vloaz Divskouarn d’an 28 a viz Du 2015 e Plougerne.
Gant an dud en-dro d’an daol hor boa klasket renabliñ ar skoilhoù hag an diskoulmoù war hent an treuzkas, ar c’holl hag ar gounid. Setu an notennoù ’moa savet an deiz-se.
Perak n’eo ket anat komz brezhoneg d’e vugale ? (skoilhoù)
– bezañ e-unan (ne vez ket kenderc’hel 10 vloaz Divskouarn

Troiad prezegennoù
Penaos ‘mañ kont gant implij ar brezhoneg er gêr gant ar gerent vrezhonek ? Kant bro kant giz kant hiviz : da beb tad ha mamm e doare da verañ an afer-se. Ar choazoù yezhel, evel un toullad choazoù all, ne deuont ket deus forzh pelec’h ‘vat, na deus youl an den e-unan hepken. Ur bern traoù e vez levezonet gante choazoù yezhel ar gerent : an oad hag ar mod m’eo bet desket ar brezhoneg, an dalvoudegezh suite Troiad prezegennoù

Pennad-kaoz Brezhoweb
E miz Du 2021 oa deuet Lionel Buannic d’ar gêr da flepiñ diwar-benn ma enklask. Ur vrav a abadenn zo bet savet da heul an emgav-se.

Devezh studi "Treuzkas ur yezh vinorel"
Pedet oc’h da gemer perzh e devezh studi ar Seminar DIV YEZH d’ar Merc’her 20 a viz Du e Skol-veur Roazhon 2.
Kavout a refet ar programm e traoñ ar bajenn.
20 munutenn e pad pep prezegenn, hag 20 munutenn goulennoù respontoù da heul.
Titouroù pleustrek :
Degemer adalek 9e30.
Pred rannet : pep hini a gas un dra da zebriñ ha da evañ.
Deuit gant ho kwerenn. Ne vo ket listri plastik war al lec’h. suite Devezh studi "Treuzkas ur yezh vinorel"

Kendiviz etrevroadel war an treuzkas yezhoù minorelaet en Oriant e miz Du 2018
D’ar Gwener 23 ha Sadorn 24 a viz Du 2018 e vo aozet ur c’hendiviz etrevroadel gant Skol-Veur Kreisteiz (UBS) en Oriant war an tem : "Brezhoneg, yezhoù minorelaet : dazont ha treuzkas er familhoù". Digor eo an emgav-se d’an holl ha sur ha n’eo ket marteze e vo boued preder a-feson evit an dud dedennet gant treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Da-geñver ar c’hollok-se e kinnigin ma disoc’hoù kentañ suite Kendiviz etrevroadel war an treuzkas yezhoù minorelaet en Oriant e miz Du 2018

Kafe flapiñ flapañ « Komz brezhoneg d’e vugale, vez ket aes bemdez »
D’an 13 a viz Meurzh 2016 oa bet kinniget gant Emglev Bro Douarnenez un abadenn flapiñ flapañ e brezhoneg war tem ar brezhoneg er familh. Setu penaos ’oa bet aozet an traoù :
– tro an daol : pep hini en em ginnig buan walc’h (Penaos ’neus desket brezhoneg ? Ha brezhoneg oa barz e familh pa oa bihan ? Ha bugale ’neus ? Peseurt choazoù yezh ’neus graet evit komz gante ?…)
– c’hoari kartoù* : war an daol kenderc’hel Kafe flapiñ flapañ « Komz brezhoneg d’e vugale, vez ket aes bemdez »
