Treuzkas

Troiad prezegennoù e Breizh

15 prezegenn e Breizh a-bezh zo bet kaset e 2022-2023.
An diaporama a c’heller kaout o klikañ war ar pennad.


Echu eo an dezenn !

Goude 7 vloaz labour tenn eo bet kaset an dezenn-se da benn. D’an 29 a viz Even 2022 e oa bet soutenet, e skol-veur Roazhon 2. Bennozh Doue d’an holl dud o deus sikouret ’hanon en avañtur-se. Moaien zo da bellgargañ an dezenn o vont war ar pennad-se.


Pennad-kaoz Brezhoweb

E miz Du 2021 oa deuet Lionel Buannic d’ar gêr da flepiñ diwar-benn ma enklask. Ur vrav a abadenn zo bet savet da heul an emgav-se.




Rentañ-kont : Enklask Liseidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Piv eo al liseidi Diwan ? Peseurt santimant a vagont ouzh ar brezhoneg ? Peseurt implij eus ar yezh ? Piv eo o zud ? Ha goût a reont brezhoneg ? Ha komz a reont brezhoneg gant o bugale ? Peseurt levezon o deus ar jener, an hentennoù skoliata, ar familh war an darempred o deus al liseidi gant ar brezhoneg ?...