Kendiviz etrevroadel war an treuzkas yezhoù minorelaet en Oriant e miz Du 2018

D’ar Gwener 23 ha Sadorn 24 a viz Du 2018 e vo aozet ur c’hendiviz etrevroadel gant Skol-Veur Kreisteiz (UBS) en Oriant war an tem : "Brezhoneg, yezhoù minorelaet : dazont ha treuzkas er familhoù". Digor eo an emgav-se d’an holl ha sur ha n’eo ket marteze e vo boued preder a-feson evit an dud dedennet gant treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Da-geñver ar c’hollok-se e kinnigin ma disoc’hoù kentañ goude bezañ kroget da zielfennañ ar respontoù bet graet d’am goulennaoueg. Skoazellet eo an darvoud-se gant Rannvro Breizh.

War ar roll :

Emili BOIX FUSTER, Kelenner Skol-veur, Sokioyezhoniezh (Universitat de Barcelona - Katalonia) : « Kudennoù ur yezh minorelaet a vent etre : skouer ar c’hatalaneg »

Doktor Jonathan MORRIS, Mestr-prezegenner e Kevrenn ar c’hembraeg (Skol-veur Kerdiz - Kembre) : « Levezon ar faktorioù sokial ha psikosokial e treuzkas ar c’hembraeg etre ar rummadoù »

Cassandra SMITH-CHRISTMAS, Klaskerez goude doktorelezh (Skol-veur NUI Gaillimh – Iwerzhon) : « Ar gouezeleg e Bro-Skos hag en Iwerzhon : peseurt efed gant ar politikerezhioù yezh broadel war ar graoñell lec’hel »

Tadhg Ó hIFEARNÀIN, Kelenner Skol-veur, Iwerzhoneg a vremañ (Skol-veur NUI Gaillimh – Iwerzhon) : « Politikerezh yezh ar Gaeltacht evit an treuzkas etre rummadoù, pleustroù hag ideologiezhoù ar familhoù gouezelek »

James COSTA, Mestr-prezegenner (Skol-veur Sorbonne Nouvelle hag UMR LACITO - Pariz) : « Ha gallout a reer dougen d’an treuzkas er familhoù ? »

Katell CHANTREAU, Danvez doktorez (Skol-veur Roazhon 2 - Breizh) : « Produiñ roadennoù evit studiañ treuzkas ar brezhoneg er familhoù »

Stéphanie LE PELLETER, Danvez doktorez (Skol-veur Roazhon 2 - Breizh) : « Lec’h ar magourioù brezhonek en argerzh treuzkas er familhoù » ?

Stefan MOAL, Mestr-prezegenner war ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (Skol-veur Roazhon 2 - Breizh) : « Postvernacular, really ? Penaos lakaat ar brezhoneg da vezañ adkomzet er 21 añ kantved ? »

Bannañ an teulfilm "O Seizh Posubl" dirak Soazig DANIELLOU, sevenerez.

Bernadette O’ROURKE, Kelennerez Skol-veur, Spagnoleg ha yezhoniezh (Skol-veur Heriot Watt Dinedin – Bro-Skos) : « Treuzkas ar yezhoù familh gant ar yezherien nevez : taolioù intrudu lec’hel e takadoù kêrel Galiza »

Taol-grenn gentañ : Degouezh ar yezhoù o deus ar statud a yezhoù anavezet ent ofisiel : « Araokadennoù ha harzoù d’an treuzkas er familhoù hervez ar politikerezhioù yezh diseurt : plegennoù ar gwirvoud yezhel war ar pemdez » gant Emili BOIX FUSTER, Jonathan MORRIS, Bernadette O’ROURKE, Tadhg Ó hIFEARNÀIN

Eil taol-grenn : Degouezh ar brezhoneg : « Ar pezh zo ret er gevredigezh evit ma vo treuzkaset ar yezh er familhoù : e kalon ar familhoù hag o endro » gant ar c’hevredigezhioù : Divskouarn, Babigoù Breizh, Diwan, Stumdi, Emglev Bro An Oriant, Kamp Etrekeltiek evit ar Vrezhonegerien (KEAV)