Kafe flapiñ flapañ « Komz brezhoneg d’e vugale, vez ket aes bemdez »

D’an 13 a viz Meurzh 2016 oa bet kinniget gant Emglev Bro Douarnenez un abadenn flapiñ flapañ e brezhoneg war tem ar brezhoneg er familh. Setu penaos ’oa bet aozet an traoù :
 tro an daol : pep hini en em ginnig buan walc’h (Penaos ’neus desket brezhoneg ? Ha brezhoneg oa barz e familh pa oa bihan ? Ha bugale ’neus ? Peseurt choazoù yezh ’neus graet evit komz gante ?…)
 c’hoari kartoù* : war an daol e vez lakaaet kartoù. Goulennoù zo skrivet warne war an tu koachet. Pep hini a dap 5 kartenn. Pep hini d’e dro a ziskouez ur gartenn hag an holl en-dro d’an daol a glask reiñ o soñj pe o zesteni. Goulennoù all a c’hell bezañ ouzhpennet.
 klozadur : levrioù a c’hell sikour ar gerent.

Roll goulennoù ’moa savet evit ar c’hoari kartoù :
Penaos kas ar vugale war-zu ar c’homz brezhoneg dre c’hoant ?
Komz brezhoneg d’ho pugale… En em prientet oc’h ? Penaos ?
Komz brezhoneg d’ho pugale : Penaos eo bet ar mizioù kentañ ?
Petra cheñch gant ar c’hrennoad ? Ha diaesoc’h kenderc’hel da gomz brezhoneg ?
Cheñch yezh gant e vugale : ha posupl eo ? Penaos ?
Sontadeg : D’ho soñj, peseurt dregantad eus an tadoù ha mammoù brezhoneg a gomz brezhoneg d’o bugale bepred pe dost ?
Komz brezhoneg d’ho pugale pe chom hep ober… Komz un tammig, klazig, bepred, tamm ebet ?
Komz brezhoneg d’ho pugale pe chom hep ober… Perak ?
Komz brezhoneg d’ho pugale pe chom hep ober… Ur c’hendibab gant ho pried pe un dibab personnel ?
Komz brezhoneg d’ho pugale pe chom hep ober… Pegoulz ’peus kroget d’en em soñjal war se ?Ha penaos ’peus graet ho soñj ?
Politikerezh yezh er familh ? Tabut, reolennoù, cheu er c’houblad blam d’ar brezhoneg ?
« Komz brezhoneg d’am bugale pa vez gallegerien tro-dro ? Ne c’hellfen ket. Lakaet ’vefen diaes gant se. » Petra soñj deoc’h ?
Ha gall ra ur bugel nac’h komz brezhoneg d’e vamm pe d’e dad ?
Ne oar ket brezhoneg ma fried ha ne fell ket dezhañ kemer kentelioù… Penaos ober ? Penaos bevañ gant an digompren ?
Petra eo ar pep pouezusañ evit dazont ar brezhoneg ? : Treuzkas ar brezhoneg er familhoù pe diorren ar skolioù brezhoneg ?
Peseurt binvioù zo evit aesaat ar c’homz brezhoneg er familh ?
Rediañ ar vugale da gomz brezhoneg pe lezel anezho choaz ar yezh a fell dezho implijout ?
« Ne fell ket din komz brezhoneg d’am bugale peogwir e ran re a fazioù ha n’eo ket brav brav ma zaol-mouezh. » Petra soñj deoc’h ?

*N’eus copyright ebet war ar c’hoari kartoù-se.