Ma dezenn e 120 munutenn

Etre 2018 ha 2022 e oa bet kaset da benn un dezenn doktorelezh gant Katell Chantreau diwar-benn treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Lakaet eo an disoc’hoù pennañ war-wel en heuliadenn videoioù “Ma dezenn e 120 munutenn”, a-hed 30 rann tematek.
Savet e brezhoneg, istitloù e brezhoneg hag e galleg.
Teir rann nevez a vo skignet bep sizhun, d’ar Sul noz, etre an 13 a viz Here hag ar 15 a viz Kerzu 2024.

Er sizhun-mañ
 :

  • Rann 28 : Talvoudegezh an treuzkas 2 / Le sens de la transmission 2
  • Rann 29 : Ur politikerezh yezh evit kreñvaat an treuzkas er familhoù / Une politique linguistique pour renforcer la transmission familiale
  • Rann 30 : Alioù d’an danvez treuzkaserien / Conseils aux futurs transmetteurs

Gwelet an holl videoioù.