Etre 2018 ha 2022 e oa bet kaset da benn un dezenn doktorelezh gant Katell Chantreau diwar-benn treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Lakaet eo an disoc’hoù pennañ war-wel en heuliadenn videoioù “Ma dezenn e 120 munutenn”, a-hed 30 rann tematek.
Savet e brezhoneg, istitloù e brezhoneg hag e galleg.
Teir rann nevez a vo skignet bep sizhun etre miz Here ha miz Kerzu 2024.
Ma dezenn e 120 munutenn : adalek an 13/10/24