Pennad e Bremañ : piv a zibab legadiñ ar yezh ?

Aterset e oan bet gant Milio Latimio, eus ar gelaouenn Bremañ e miz Mae 2018. En diell stag e vo kavet ganeoc’h ar respontoù ’moa graet d’e c’houlennoù :

Goulennoù Milio

  • Dibab legadiñ pe get ar brezhoneg er familhoù e oa danvez da vemor Master. Ral eo ar studiadennoù war se. Petra en deus roet c’hoant dit da gregiñ ganti ha da vont en tu all d’ar Master ?
  • Gant testenioù da vemor Master e weler pegen liesseurt eo an doareoù da reiñ buhez d’ar brezhoneg er familhoù. Danvez studiadennoù, teulfilmoù pe
  • istorioù niverus zo aze. Perak e lakaer ken nebeut-se ar gaoz war an dra-se, e-touez ar vrezhonegerien zoken, da’z soñj ?
  • Dre m’eo un dachenn brevez ar vuhez familh e c’hell bezañ kizidik komz en un doare frank diwar-benn se. Penaos e tremen an traoù gant an dud a atersez ? Ha santout a rez ur strafuilh bennak ?
  • Peseurt splet a fellfe dit e c’hellfe an dud tennañ eus da labour ?