Sed aze pazenn gentañ ma enklask war treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Daou vloaz labour evit kregiñ d’en em stummañ war frammoù teorik ar sokiologiezh, teknikoù enklask ha difraostañ an dachenn. 10 tad ha mamm ’meus bet tro da atersiñ ha kinnig a ra ma memor Master un dielfennadenn eus an atersadennoù-se.
E miz Even 2017 ’moa kinniget ma memor dirak ar juri ha tapet ur 17/20 ganin. Brav evit kregiñ ganti !
Digoradur ma memor
Kroget em boa da zeskiñ brezhoneg pa oan 19 vloaz. Un nebeud bloavezhioù goude e oa erruet flour a-walc’h ma brezhoneg. Anat e oa din e komzfen brezhoneg d’am bugale ma teufen da vezañ mamm. Mamm e oan deuet da vezañ ha graet em boa anaoudegezh gant kerent vrezhonek all. Lod a gomze brezhoneg d’o bugale ha, souezhusat tra, lod all ne raent ket daoust dezho bezañ gouest da gaozeal brav. D’ar mare-se e oa deuet war ma spered ur goulenn diazez : Perak e choaz ar vrezhonegerien komz, pe chom hep komz, brezhoneg d’o bugale ?
Diwezhatoc’h, ha me kustum da labourat gant brezhonegerien yaouank da-geñver kampoù vakañsoù ha stajoù BAFA pe BAFD e brezhoneg1, e oan en em c’houlennet meur a wech : Penaos e vo gant an dud yaouank emouestlet e treuzkas ar brezhoneg da vugale ar c’hampoù vakañsoù ? Ha komz a raint brezhoneg d’o bugale ? Penaos e c’hellan degas un tamm preder dezho war an treuzkas yezh ?
Hep gouzout din e oan kendrec’het abaoe pell gant mennozhioù Joshua Fishman (Fishman, 2001). Ur yezh vev zo anezhi ur yezh a vez kaset a rumm da rumm er familhoù. Hervezañ e rank an treuzkas naturel-se bezañ pal pennañ stourmerien advuhezekaat ar yezhoù bihan en arvar, ha pa vefe pazennoù all, palioù skañvoc’h, da dizhout a-raok. Er memes koulz e verzen e chome dister plas an treuzkas er familhoù er politikerezhioù yezh evit ar brezhoneg.
E-pad bloavezhioù eo chomet ar goulennoù-se o troiata em fenn betek ma teufe da vezañ sklaer a-walc’h evidon : c’hoant am boa da gompren penaos e c’hoarie an treuzkas brezhoneg er familhoù hiziv an deiz, gant ar gerent vrezhonegerien yaouank, ha goude-se, marteze, degas preder ha mennozhioù evit ma vefe soursiet muioc’h ouzh an treuzkas er familhoù gant ar politikerezhioù advuhezekaat ar brezhoneg. Setu penaos em eus graet ma soñj en em lañsañ en ul labour enklask hir, ar memor Master-e o vezañ nemet ar bazenn gentañ anezhañ.
Objed an enklask-se zo anezhañ dielfennañ choazoù ha pleustroù yezhel ar gerent vrezhonek yaouank e-keñver o endro, o istor, o reprezanturioù sokial hag o santimant war o barregezh. Ar gerent vrezhonek ganet etre 1970 ha 1995 hag a ouie brezhoneg flour a-raok kaout o bugel kentañ eo ar boblañs a zedenn ac’hanon. Dav e vo din perc’hennañ frammoù teorik stag ouzh ar sokiologiezh, ar bsikologiezh, ar sokioyezhoniezh, hag ouzh skiantoù an deskadurezh, evit kas dour da vilinoù ma enklask.
Daou bal am eus lakaet d’ar memor-se : ur pal didaktik da gentañ hag ur pal skiantel da eil. Fellout a rae din tennañ gounid eus al labour-se evit en em stummañ pelloc’h war an enklaskerezh da gentañ. N’on ket bet stummet na war ar sokiologiezh, na war ar bsikologiezh, na war skiantoù an deskadurezh, hag emskiantek e oan e ranken tostaat da vat ouzh frammoù teorik an danvezioù-se evit kas ma enklask da benn. Ar Master a oa ivez un digarez da bleustriñ war ar vetodologiezh, krouiñ hag amprouiñ binvioù enklask (atersadennoù, goulennaoueg). Pouezus e oa evidon deskiñ pellaat diouzh ma danvez enklask ivez, lezel sell ar stourmerez a-gostez evit gallout teurel ur sell skiantourez war ma danvez. E-keñver ar pal skiantel e felle din dielfennañ choazoù ha pleustroù yezhel un niver bihan a gerent (un dek bennak) evit kregiñ da lakaat martezeadennoù war-wel.
A-raok stagañ gant an enklask difraostañ em eus klasket kaout ur sell-tro war treuzkas ar brezhoneg er familhoù dec’h hag hiziv. Goude-se em eus klasket binvioù metodologel ha binvioù teorik hag a glote gant ma ezhommoù. Neuze em eus gellet mont war an dachenn hag atersiñ tud, evit ma brasañ plijadur. E eil lodenn diwezhañ ma memor e kinnigan disoc’hoù an enklask difraostañ : deskrivañ choazoù ha pleustroù ar gerent da gentañ, ha dielfennañ anezho e-keñver o endro, o santimantoù war dalvoudegezh ar brezhoneg ha war o barregezh, da eil. Erfin, em eus klasket sklaeraat objed ma enklask a yelo d’ober danvez ma zezenn diwezhatoc’h.