Goulennoù, poblañs ha metodologiezh

Goulennoù pennañ

Ma fal eo anveout gwelloc’h ar mammoù hag an tadoù brezhonek ha studiañ treuzkas ar brezhoneg er familhoù hiziv an deiz. Tri rummad goulennoù zo.

Ur rummad kentañ war dibaboù treuzkas pe chom hep treuzkas ar brezhoneg. Deus pelec’h ’teu ar c’hoant treuzkas ? Ha douget eo gant ur sell politikel war Breizh, gant ur santimant bezañ perzh en ur gumuniezh, gant ul liamm afektivel ouzh ar yezh ? Ur mod da aesaat buhez sokial o bugale e vefe ar brezhoneg hervez ar gerent ? Treuzkas pe chom hep treuzkas a dalv adober ar pezh zo bet graet gant o zud ha/pe asantiñ o herezh ?

Un eil rummad war an diaesterioù evit treuzkas ar brezhoneg. Peseurt doare diaesterioù zo ? Barregezh yezh ? Pedagogiezh ? Darempred gant ar vugale pe gant ar pried ?

An trede rummad war strategiezhioù ar gerent evit treuzkas ar brezhoneg. Ha prientet eo bet ar gerent da dreuzkas ar brezhoneg ? Hag en em brientiñ a reont ? Penaos ? Peseurt politikerezh yezh a ijinont evit o ziegezh ? Pere eo o dibaboù pa zeu ar c’houlz da skoliata o bugale ? Ha klask a reont krouiñ pe kreñvaat an endro brezhoneg tro-dro d’o bugale ?

Poblañs studiet

Tadoù ha mammoù brezhonek ganet etre 1970 ha 1995. Tud gouest da gomz brezhoneg ha da lâret o soñj hep klask o gerioù.
Piv a yelo d’ober ar boblañs-se ? Tud yaouank bet skoliataet el lise Diwan pe e klasoù divyezhek liseoù publik ha katolik, tud o deus desket brezhoneg d’an oad gour e stajoù, kentelioù noz, stummadurioù hir pe c’hoazh er skol-veur, hag un nebeud tud o deus desket brezhoneg en o familh.
Dedennet on gant an dud a gomz brezhoneg d’o bugale bepred pe alies, hag ivez gant ar re a gomz dezho nebeut pe tamm ebet. Dedennet on gant ar re eo hollvrezhoneg o familh (tad ha mamm brezhonek) ha gant ar re a vev gant ur pried divrezhonek pe dambrezhonek.

Divizet ’meus kemer e kont nemet ar gerent a ouie brezhoneg p’o deus bet o bugel kentañ hag o deus gellet ober o choaz adal penn-kentañ o buhez tad pe mamm. Studiañ ar gerent a zo en em lakaet da zeskiñ brezhoneg goude bezañ bet o bugale a c’hellfe bezañ sujed un enklask all a gav din.

Metodologiezh

Daou doare enklask war an dachenn a vago ma studiadenn : ur c’houlennaoueg (questionnaire) hag atersadennoù (entretiens). Gant ar goulennaouegoù e c’hellin produiñ sifroù evit anveout gwelloc’h ar boblañs studiet. Gant an atersadennoù e vo lakaet war-wel an hentoù bet kemeret gant an dud hag o mod da welet o yezh, o sevenadur, ar gevredigezh, ar bed kea !