Diyezh : ul levr fromus gant Jean-Yves Broudic

BROUDIC Jean-Yves, Diyezh, Hor Yezh, 1993.

Desavet oa bet Jean-Yves Broudic er bloavezhioù 1950 gant un tad hag ur vamm a ouie brezhoneg met n’o deus ket komzet brezhoneg dezhañ (un dra ordinal d’ar c’houlz-se). Kontañ a ra pegen start eo bet evitañ bevañ giz-se, « etre » div yezh, ar brezhoneg hag ar galleg, hep bezañ mestr war hini ebet. Deuet eo Jean-Yves da vezañ bredelfennour. Setu unan hag a blijfe din komz gantañ eus an treuzkas hiziv an deiz !

Kronikenn Sarah Chedifer war al levr-se war ar blog A Lenn

http://www.jeanyvesbroudic-psychanalyse.fr/

Tammoù
p16 : Brav e oa ar maezioù : ur stêrig hag ur poull-kannañ, parkeier ha pradoù tro-dro d’an ti, ur bern gwez war ar c’hleuzioù. Koulskoude ne ouie ket kalz a anvioù plant pe gwez nag e galleg nag e brezhoneg. Paour-kenañ e oa e c’heriaoueg war dachenn an natur hag e lake se war gont e zivyezhegezh c’hwitet : an anvioù brezhonek-se a ouie e dad evel-just, met sur-mat ne oa ket ken kustum ouzh an anvioù gallek ha dre m’en doa divizet desevel e vugale er yezh nevez, n’en doa ket legadet ar bommoù-se d’e grouadurien. Hiziv an deiz e oa digomprenus evitañ c’hoazh ar blijadur a wele gant tud ’zo o klask reiñ an anv resis d’ur blantenn.

P17 : Ma ran ul levr gant ar skridouigoù-mañ ur wech bennak, daoust ha lakaat a rin ar menneg « d’am zud » war ar bajenn gentañ ? Emezañ outañ e-unan.

P23 : Pa veze goulennet digantañ petra ’oa e yezh-vamm, e responte ne ouie ket, en ur gontañ e oa bet savet e galleg en un endro brezhonek. Ha bremañ e lavare n’en doa yezh-vamm ebet. Diyezh.

P25 : Kroget e vuhez gant un troc’h, gant ur c’holl. Ha bremañ e vanke dezhañ ken allies un dra benak, ha ne c’helle ket mont war-raok hep lezel roudoù war e lerc’h.

P27 : Arabat deoc’h ober ar pezh a reomp, eme an tad hag ar vamm d’o bugale. Arabat deoc’h kaozeal brezhoneg ! Ha sur-mat e lavarent se a-wechoù e brezhoneg.
Peseurt lezenn an hini ne vez ket heuliet gant an den-a-lezenn e-unan ? Ha piv eo an den-se gant kement a zislavar en e gomzoù ? Diyezh ha dilezenn.

P28 : Bemdez e kleve brezhoneg ganto, diouzh taol ez ae en-dro an div yezh, peogwir ne oant ket evit heuliañ kenetrezo ar reolenn o doa lakaet da dalvezout evit o bugale. Hag ar vugale ne oant ket evit mont dreist d’an difenn-se, daoust ma teue un nebeud gerioù ganto marteze memes-tra.
Hogen, ma oa difennet ar yezh, e veze diskouezet an teod alies gant ar vugale oc’h ober goap an eil ouzh egile, daoust ma ne oa ket aotreet ivez. Aesoc’h difoupañ anezhañ eget distripañ gerioù gantañ.

P33 : Dirak an dud e teue alies an darempredoù da vezañ taer, hag e gomzoù da vezañ sec’h, evel ma vijen enebourien dezhañ e selaouerien.
Denelaet e vez ar c’hrot gant ar yezh, al lavar, ar gomz. Diyezh, e chom an dud estrenien hag argaderien.

P38 : A-hervez, e vefe bet gaellekaet ur bern anvioù-tud brezhonek e-kerzh an naontekvet kantved. En ur c’horn-bro e taremprede ar memes rummad tud gant daou stumm anv, evel Falc’her ha Faucheur. Troc’h ar yezh, troc’h al lignez, troc’h an anv.
Gantañ ivez e oa bet graet ar memes kemmadur pa oa krennard, en ur vrezhonekaat e anvioù, bihan ha bras. Nac’h a rae an anv legadet dezhañ gant e dud. Daoust ha pareañ un troc’h a c’heller ober gant un troc’h all, ur gouli gant ur gouli all ?

P44 : Dreist d’ar gerioù eo ar garantez koulskoude, ha dreist d’al lavar. Evit mont dreisto avat eo ret mont betek enno.

P59 : Nag an eil yezh nag eben, ne oa bet klevet pe desket gant troioù-lavar, krennlavarioù, fentigelloù, kanaouennoù, kontadennoù, istorioù, marvailhoù, pe rimadelloù… Goullo ’oa bet an hêrezh ha n’en doa netra da legadiñ kennebeut. Netra nemet bruzunoù an diyezh.

P60 : Enkadenn an divyezhegezh c’hwitet : hini ebet ne oa bet yezh ar garantez orin.

P63 : El levrioù brezhonek en doa kavet ar gerioù a vankas dezhañ en e vugaleaj ; gant kalz a blijadur e tizoloe stummoù skrivet ar sonioù a oa en e spered, hep gallout o distagañ betek-henn. Disheñvel ar blijadur-se avat diouzh hini ur c’hrouadur o teskiñ lenn ha skrivañ pa oar komz a-raok dija.
Dre hanterouriezh ar skrid en doa adkavet ar gomz.

P65 : Kaozeal a ra e dud diwar e benn dirazañ o kontañ darvoudoùigoù bugaleaj ha bourdoù. Lavarout a reont pep tra en eil yezh ne ouie ket, evel ma vefe un tamm eus an endro, un dra, hep ma vefe tu dezhañ kemer perzh en diviz. Hanter yezh, hanter den.

P76 : Pec’hed e vefe koll ur yezh, eme lod ; pec’hed ivez imboudañ ha stagañ dre ret ur yezh nevez e penn an dud, e penn ar vugale er skol dreist-holl. Evit koll un dra bennak, eo ret bezañ perc’henn warnañ avat. Ne oa ket bet kollet e yezh gantañ, troc’het e oa bet diouti dalc’hmat. Gwashoc’h c’hoazh : eñ an hini ’oa an troc’h-yezh.

P77 : Ur yezh all a oa gant e dad hag e vamm padal, hag a oa ur benveg daremprediñ ivez. Marteze eo posupl d’un tiegezh desevel bugale en ur yezh nevez gant ma tremeno ar santadoù drezi memes-tra. Evit se ’vefe bet ret degemer an div yezh war ar memes live, tremen eus an eil d’eben gant ar vugale ivez ha n’eo ket difenn anezhi dre gaer pe dre heg. Gant e dud e oa bet degemeret ur yezh nevez, sec’h, divlaz, disliv evit pezh a sell ouzh o santidigezh donañ ; ha lakaet eben a-gostez, berzet-krenn ouzh ar vugale, evel un tamm dilhad a c’heller en em zizober dioutañ diboan. Sac’het an tad hag ar vamm gant ur yezh, ha sac’het o bugale gant div.

P78 : Ma vefe eus ar yezh ur benveg anezhi nemetken, e c’hellfe bezañ cheñchet kenkoulz hag ur montr pe ur chupenn. N’eo ket abalamour d’an diouer a vemor nemetken e vez kavet ken diaes deskiñ yezhoù all, nemet bezañ bet tost outo ez-vihanik. Ouzhpenn ur benveg eo ar yezh-vamm pa’z eo stag ouzh orin an den, orin e lavar.
Kemm-digemm a ra ar yezh e pep komz, e pep degouezh, an eil o kompren ouzhpenn pe nebeutoc’h eget ar pezh a vez lavaret gant egile. Er skridoù lennegel ivez, n’eo ket ar pezh a vez lennet a gont kement-se, hogen ar pezh a drid e spered al lenner.
Perzh ar yezh, ar pep pouezusañ anezhi, a zo ar pezh a dremen drezi, dreisti ha daousti, ar pezh vez santet etre ar gerioù ? Bez e c’heller santout ar garantez e n’eus forzh peseurt frazenn voutin, da skouer, ha n’eo ket dalc’hmat gant ar ger karout. Ar pep pouezusañ el lavar a zo ar pezh na vez ket lavaret eta. Setu perak eo ret en em dennañ diouzh e yezh evit gallout komz, hep chom enframmet pe enket en he c’herz. Ha n’eus tu da zistagañ diouti nemet goude bezañ enbarzhet anezhi evel un dra vev, un tamm eus ar c’horf, un astenn dezhañ, hag ul liamm ouzh korf e vamm. A-hent-all e chom heñvel ouzh blej pe gwilc’h al loened ha tousmac’h ar mekanikoù.

P78 : Brezhoneg chimik a rae e dad eus ar yezh arnevez a gleve a-wechoù, er skingomz pe er skinwel. Chimik ’oa ar yezh-se evitañ abalamour ma kave anezhi divlaz, ma ne sante trivliad ebet o tasseniñ enni pe drezi. Evit e vab avat ez eo ar galleg an hini ’oa ar yezh chimik.

P82 : Penaos dezrevell istor ar c’holl-yezh etre ar rummadoù tud en ugentvet kantved ? Pa vo diverglet e bluenn, e krogo gant istor ur familh e stumm ur pezh-c’hoari.

An arvest kentañ e-tro ar bloavezhioù 45-46 : distro an tad eus bro-Alamagn, laouen an tiegezh, reuzeudik a-walc’h stad an traoù en ti, sikour an amezeien ha tud ar familh evit al labour, pep tra e brezhoneg etrezo (…). Ganet ar bugel kentañ, brezhoneg dezhañ gant e dud.

An eil arvest e-tro ar bloavezhioù 50 : divizoù diwar-benn al labour-douar, an doareoù da wellaat an ed hag ar chatal en ti-feurm (…) : dont a ra un amezegez gant he c’hrouadur daou viz : mont a ra dezhañ en ur galleg teuc’hek ha displegañ e brezhoneg he doa bet mil boam gant ar galleg er skol hag e fell dezhi mirout he bugale ouzh kemend-all.

Trede arvest : da vare ar bloavezhioù 60, ur bern mekanikoù as-tlabez war al leurenn bevennet gant un orjal paotr-saout : ur marc’h-houarn, ur c’harr-tan, ur riboterez-tredan, ur ganerez-dilhad, ur mekanik da c’horo. Kresket an dud, brasoc’h an ti. An tiad diouzh taol, brezhoneg ha galleg mesk-ha-mesk : brezhoneg etre an tad hag ar vamm, hag etrezo hag ar mab henañ, galleg ouzh ar vugale all ha ganto, strewet ar yezh eveltao gant gerioù pe troioù-lavar brezhonek. Goulenn a ra ar bidoc’hig : « Penaos e vez graet ar vugale ? »

Pevare arvest, e-tro ar bloavezhioù 70 : bras ar vugale, an tad hag ar vamm o vont war o leve, gwerzh war ar chatal hag an ardinvinkoù. Un diviz : mab an ti, bet addesket brezhoneg gantañ, o kaozeal ur yezh lennegel d’e vugale, un amezeg brezhoneger a-vihanik o respont dezhañ e galleg, hag an tad-kozh pe ar vamm-gozh o vont d’ar re vihan e galleg.

P94 : Kontañ farsadennoù, fentigelloù ne ouie ket ober kennebeut. Evit dont a-benn da lakaat an dud da c’hoarzhin eo dav gallout lakaat un dra bennak ouzhpenn da dremen dre ar yezh, gweañ anezhi pe mont dreisti. Ar pezh n’oe ket posupl gant ur yezh chimik, ur yezh arbennik.

P106 : Emaint o studial ar rannyezhoù, hini o c’horn-bro genidik dreist-holl, o klask troioù-lavar, pouez-mouezh, bommoù, ha reolennoù yezhadur disheñveloc’h-disheñvelañ, betek sevel doareoù-skrivañ an tostañ posupl ouzh parlant o zud. Diniver eo an diforc’hioù ha dibenn an enklask. N’int ket evit pellaat diouzh bed o bugaleaj, n’eo ket bet troc’het ganto kordenn o mamm.
Tud all zo trellet gant sevel ur yezh arnevez disrannet diouzh pep yezh komzet, evel ur bedig dezho o-unan.
Diouzh un tu e klaskont stoufañ an troc’h, diouzh an tu all astenn anezhañ. N’eo ket aes ober gantañ.

P107 : « Petore prof a vo graet ? » eme ur vaouez goude bezañ kemennet ez eus ganet ur mab d’he mignonez. Ur c’hoariell ? Un dihuner ? Ur bitrak ront ?
Ar gomz, ar yezh hag ar garantez a zo profoù nemeto o defe ezhomm ar grouadurien nevez.

P115 : En ur yezh chimik, arbennik eo par ur ger ouzh un dra, na mui na maez. Ur yezh arbennik a zo difrom, eeun, sec’h, yen ; ne c’heller ket mont drezi pe dreisti. Ne c’heller ket sevel barzhonegoù gant ur yezh arbennik, re stag e vezer ouzh ar gerioù evel gant ur chadenn reut. Ur yezh arbennik a zo un divyezh, arliv dre zelun ebet ganti. (dre zelun = au sens figuré)

p117 : Resevet en deus ul lizher digant e dad o tifenn outañ embann an destenn en deus savet diwar-benn e dud-kozh.

Mut e tlee bezañ o c’hrouadur gant ar yezh-se, mut e oant gant an troc’h-yezh. Na pebezh dislavar evito, na pebezh strafuilh gant distro ar yezh berzet, gant o mab hag o bugale-vihan !

P120 : Hag en em lakaet e oa da gaozeal brezhoneg hep bezañ barrek da vestroniañ ar yezh, hep bezañ en e aez ganti da zezrevell arlivioù ha santadurioù resis. Komz a rae un isyezh, un hanter yezh. Ha treuzdouget e vefe an diyezh betek en e strivoù d’ober hepti ? Ha legadet e vefe ivez gantañ d’e vugale ?

A bep seurt abegoù e vez roet d’ar broud da addeskiñ ha peurzeskiñ ar yezh : yezh ar vro, yezh ar vroad, yezh an hendadoù… Ar broud donañ a zo an hent etrezek an orin kollet, trema ar garantez dianket, ar yezh-vamm, ar vamm hag an tad.