En linenn eo bet lakaet ar film « Div Glogorenn » sevenet gant liseidi ha liseadezed breizhat eus Diwan bet o kejañ gant liseidi ha liseadezed euskarat zo o studiañ en ul lise dre soubidigezh ivez (lise Bernat Etxepare e Baiona, eus ar rouedad Ikastola. Peseurt plas evit an euskareg en o buhez ? Yezh ar skol hepken ? Implijet e vez er familh ? Gant piv e vez komzet euskareg ? El lise ? E-maez dorioù ar skol ? Peseurt diaesterioù a sav ? Tamm-ha-tamm ez eo lakaet war-wel c’hoant pep hini da gomz pe get ur yezh vinorelaet en ur vro c’hallek.
E 2019 e oa bet sevenet ar film-se, gant ar strollad Brezhonekaat eus Lise Diwan Karaez skoazellet gant ar c’helenner Gildas Grimault.