Troiad kaozeadennoù

War ar stern : un droiad prezegennoù e Breizh (etre Kerzu 2022 ha Meurzh 2023) evit kinnig disoc’hoù ma dezenn.

Penaos ‘mañ kont gant implij ar brezhoneg er gêr gant ar gerent vrezhonek ? Kant bro kant giz kant hiviz : da beb tad ha mamm e doare da verañ an afer-se. Ar choazoù yezhel, evel un toullad choazoù all, ne deuont ket deus forzh pelec’h ‘vat, na deus youl an den e-unan hepken. Ur bern traoù e vez levezonet gante choazoù yezhel ar gerent : an oad hag ar mod m’eo bet desket ar brezhoneg, an dalvoudegezh bet roet d’ar yezh en istor personel, ar santimant barregezh war ar brezhoneg, ar jener, ar pried, ar vugale, ar rouedad skoazell, ha me oar. Pouezus eo bezañ emskiant eus an elfennoù-se evit ijinañ doareoù da souten an tadoù hag ar mammoù zo en em lañset b’an treuzkas brezhoneg d’o bugale.

Katell Chantreau e oa bet soutenet ganti un dezenn doktorelezh war an treuzkas brezhoneg er familhoù e 2022.

Lec’h Deiziad Eur Aozer Yezh(où) Titouroù
Kawan / Ti ar vro 07.12.22 20.30 Ti ar vro Treger Goueloù bzg 02 96 49 12 06
Gwengamp / Ti ar vro 08.12.22 20.00 Ti ar vro Gwengamp bzg 02 96 44 27 88
Kemper / Ti ar vro 14.01.23 10.30 Ti ar vro Kemper fr 02 98 90 70 43
Landerne / Maner Keranden 17.01.23 20.00 Ti ar vro Landerne Daoulaz bzg / fr 09 73 65 35 24
Brest / Ti SKED 18.01.23 20.30 SKED bzg / fr 02 98 80 26 71
Lesneven / L’Atelier 19.01.23 20.30 Ti ar vro Leon fr 09 83 22 42 96
Roazhon / Ti Skol an Emsav 04.02.23 10.30 Skol an Emsav bzg degemer@skolanemsav.bzh
Roazhon / Ti Skol an Emsav 04.02.23 14.30 Div Yezh Roazhon fr 06 76 61 79 84
Karaez / Ti ar vro 10.03.23 19.00 Raok bzg / fr 06 13 71 88 88
Montroulez / Ti K.L.T. 11.03.23 10.00 K.L.T. Ti ar vro Montroulez bzg 06 82 77 10 10
Sant-Brieg / Ti ar vro 11.03.23 17.00 Ti ar vro Sant-Brieg bzg / fr ? 02 96 77 31 91
Karnag 13.03.23 18.30 Ti Douar Alre bzg 02 97 78 41 40
Sant-Ervlan / Yezhoù ha Sevenadur 14.03.23 20.00 Yezhoù ha Sevenadur & ACB44 fr 07 82 70 15 14
An Oriant 15.03.23 18.30 Emglev Bro an Oriant bzg ? 02 97 21 37 05
Douarnenez / Auditorium ? 16.03.23 18.30 Emglev Bro Douarnenez  ? 07 83 88 75 57