Testenioù Cheñch yezh

Dastum a ran testenioù war ar cheñch yezh.

Tro ’peus bet da cheñch yezh da vat gant ho mamm-gozh, ho dousig, ho tad, ho preur, ho pugel, ur mignon bras deoc’h... Perak ’peus dilezet ar galleg evit ar brezhoneg ? Penaos eo tremenet an traoù ?

Kasit ho testeni din dre bostel hag embannet vo aze.
katellig@yahoo.fr

Izold : « En em santout a ran barrek a-walc’h evit komz brezhoneg gant ma zad adarre »

Testeni Izold Ganet e oa bet Izold e 1992 e Montroulez. Desket brezhoneg ganti gant he zad, stourmer anezhañ, hag e Diwan betek ar CM2. Da 25 bloaz, goude bezañ aet da Bariz ha da Vro Ejipt da studiañ, he deus adkroget da gomz brezhoneg gant he zad, padal he doa paouezet d’en ober pa oa 10 vloaz. Emañ Izold oc’h ober un dezenn Istor diwar-benn ar maouezed e servij doueed Impalouriezh Ejipt kozh. suite Izold : « En em santout a ran barrek a-walc’h evit komz brezhoneg gant ma zad adarre »

Tudi, Armel ha Camille : kenderc’hel gant ar vignoniezh goude al lise

Testeni Tudi Ganet e 1992 e Landerne, desket brezhoneg gantañ er skol adalek ar skol-vamm. Abaoe 1013 emañ o labourat e brezhoneg evel buhezour / kazetenner en ur radio divyezhek. E 2014 en doa cheñchet yezh daremprediñ gant Camille hag Armel, daou vignon bet er skol gantañ betek an Termen. Deskiñ Bet eo Tudi e klasoù divyezhek publik e Landerne betek an Termen. Eus Bro Pourled e oa e vamm, suite Tudi, Armel ha Camille : kenderc’hel gant ar vignoniezh goude al lise

Anaëlle ha Gwenole : Brezhoneg e Istanbul !

Testeni Gwenole Ganet e 1978, o chom e Douarnenez, desket brezhoneg gantañ pa oa 20-25 vloaz. Graet en deus anaoudegezh gant e dousig, Anaëlle, e 2010. Ne ouie ket hi brezhoneg d’ar c’houlz-se, desket he deus e 2014-2015. Cheñchet yezh gant e dousig e miz Gouere 2016. Deskiñ Enskrivet e oa bet Gwenole e skol Diwan Kemper pa oa 2 vloaz. E vamm-gozh avat he doa lâret n’afe ket da gerc’hat anezhañ kenderc’hel Anaëlle ha Gwenole : Brezhoneg e Istanbul !