Rentañ-kont : Enklask Liseidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Piv eo al liseidi Diwan ? Peseurt santimant a vagont ouzh ar brezhoneg ? Peseurt implij eus ar yezh ? Piv eo o zud ? Ha goût a reont brezhoneg ? Ha komz a reont brezhoneg gant o bugale ? Peseurt levezon o deus ar jener, an hentennoù skoliata, ar familh war an darempred o deus al liseidi gant ar brezhoneg ?...

Setu un nebeud goulennoù o deus heñchet un enklask bet kaset e lise Diwan Karaez etre miz Du 2019 ha miz Genver 2020. 314 lisead (diwar 315) o deus respontet d’ur c’houlennaoueg. Sed aze disoc’hoù pennañ an enklask :
- un teuliad hir gant ar vetodologiezh, an holl disoc’hoù kriz, hep displegadenn ebet, hag a vo mat d’an enklaskerien pe d’ar studierien
- un teuliad berr gant an disoc’hoù pouezusañ hag un nebeud displegadennoù. [e miz Genver vo embannet an teuliad berr war al lec’hienn]

N’eus ket bet savet stumm gallek ebet d’an teuliadoù-se evit poent. Dont a raio marteze...

Kenurzhiañ an enklask : Katell Chantreau (doktoradez Skol-veur Roazhon 2, CREAD) ha Gildas Grimault (kelenner Skiantoù ekonomikel ha sokial e Lise Diwan Karaez)
Alioù : Catherine Bouroulleg (Ofis Publik ar Brezhoneg), Stefan Moal (CRBC / Roazhon 2), Hugues Pentecouteau (CREAD / Roazhon 2)
Skoazell : Lise Diwan Karaez
Sevel ar rentañ-kont : Katell Chantreau ha Gildas Grimault
Adlenn : Catherine Bouroulleg ha Visant Roue (OPAB)
Maketenniñ : Catherine Bouroulleg

Evit gouzout hiroc’h war an enklask-se (adalek ar 4 a viz Genver 2021) :
Gildas Grimault : gildas.grimault@gmail.com
Katell Chantreau : katell.chantreau@univ-rennes2.fr