Piv eo c’hwec’hveidi Diwan ? Peseurt santimant a vagont ouzh ar brezhoneg ? Peseurt implij eus ar yezh ? Piv eo o zud ? Ha goût a reont brezhoneg ? Ha komz a reont brezhoneg gant o bugale ?...
Setu un nebeud goulennoù o deus heñchet un enklask bet kaset er 6 skolaj Diwan etre miz Here ha miz Kerzu 2020. 257 c’hwec’hvead (war 269) o deus respontet d’ur c’houlennaoueg. Sed aze disoc’hoù pennañ an enklask.
Enklask : Katell Chantreau (doktoradez Skol-veur Roazhon 2, CREAD)
Skoazell : Skolajoù Diwan, Nolwenn ar Borgn, Erwan ar Berr, David ar Gall, Gwenola Coic, Marine Gloaguen, Yves Kernalegenn, Sabrina Poherdy, Brendan Simon
Evit gouzout hiroc’h war an enklask :
Katell Chantreau : katell.chantreau@univ-rennes2.fr