Piv on ?

Anv : Chantreau
Anv bihan : Katell
Ganet : d’ar 7 a viz Gwengolo 1976 e Créteil (Val de Marne)
Ment : 1m59
Daoulagad : gwer

Brav eo goût seurt traoù met ne zegas ket kalz a dra… Petra lâret ouzhpenn ?
Kresket ’meus kostez Pariz, e Val-de-Marne betek ma 18 vloaz. Erruet oan e Breizh, e Roazhon, evit kas ma studioù, pa oan 19 vloaz, e 1995. Diouzhtu ’meus kroget da zeskiñ brezhoneg. Un tamm dre zegouezh, goude bezañ gwelet ur skritell brudañ kentelioù brezhoneg hag Istor Breizh (ha me sot gant an Istor d’ar c’houlz-se). Met pas penn-da-benn : genidig oa ma zad eus ar Mor-Bihan (Maoron e Bro-C’haloù), tomm e galon deus Breizh, ha savet un dezenn sokiologiezh gantañ diwar-benn ar grafiti treset gant emzaverien dizalc’h Breizh ha Korsika er bloavezhioù 1970. E levraoueg ma zad : Interdit de cracher par terre et de parler breton, un dastumad barzhonegoù stourm, lod anezho e brezhoneg, ha me, krennardez frifurch, o keñveriañ ar skridoù galleg hag ar skridoù brezhoneg. Hag alies walc’h b’an otoradio, war hent ar vakañsoù : Gilles Servat, « La Blanche hermine », « C’est pas ça qu’elle a voulu koc’h ki gwenn koc’h ki du... ».

1995-2004
Bloavezhioù deskiñ hag en em stummañ fonnus fonnus. Er skol-veur un tammig (Mestroniezh war an Istor ha war ar Brezhoneg). E bed ar c’hevredigezhioù dreist-holl : Skol an Emsav, L’oeil électrique (embann), Barzhanoff (strollad c’hoariva), Hipolenn (lennegezh yaouankiz), skol-veur ar Yaouankiz, Dastum, Gouel ar filmoù e Douarnenez…
Ha me deuet da vezañ brezhonegerez ha stourmerez, bet prenet skiant ganin war ar c’hrouiñ hag al labour a-stroll, goulennoù ha raktresoù bepred leiz ma fenn…

2005-2016
Deuet on da vezañ mamm (tri bugel ’meus hiziv). Graet ma soñj ganin desevel anezho e brezhoneg. Iskis oa bet er mizioù kentañ. Met dedennus-tre : Penaos degas ar brezhoneg dezho ? Broudañ anezho da gomz ? Displegañ ar choaz-se d’an dud en-dro din ? Ha penaos desachañ an tad war-zu ar brezhoneg ? Ha perak e ran se ? Petra sinifi treuzkas ur yezh ?
Treuzkas ar brezhoneg zo un tem a-bouez em buhez familh, hag em micher ivez. Abaoe 2005 e labouran evit an UBAPAR evit diorren ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg ha stummañ tud yaouank e brezhoneg (BAFA, BAFD…). Penaos sikour ar vugale da vevañ ha da grouiñ liammoù sokial gant ur yezh ha na implijont nemet er skol evit an darn vrasañ anezho ? Peseurt preder ha peseurt binvioù degas d’ar vuhezourien yaouank evit ma c’hellfent, d’o zro, treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù yaouankañ ?

2015 Adkregiñ gant ma studioù ?
Pegen laouen oan bet oc’h echuiñ gant ar skol-veur, goude 8 vloaz studioù ! E 2003 oa. Pebezh disamm bevañ mizioù an nevez-hañv hep soñjal en arnodennoù da zont hag en teulioù da rentañ ! Ur studierez dedennet-tre gant ar studi oan met biskoazh ’mije soñjet adkregiñ gant ma studioù. Kiañ outi pad 3, 4 pe 5 bloaz zoken evit sevel un dezenn ? Sur ne rafen ket.
Ha koulskoude, bloavezhioù goude, eo deuet an dra-se da vezañ anat din. Abaoe ganedigezh ma bugel kentañ e troidelle ba ma fenn goulennoù war treuzkas ar brezhoneg er familh. Bemdez e amprouen an treuzkas er gêr, gant ma bugale o kreskiñ. Gwelet a raen penaos e rae ma mignoned brezhoneg gant o bugale : lod rae gant ar brezhoneg, lod all ne raent ket, ha kement-se oa gwir gant stourmerien vrezhonek ha gant tud oa o micher treuzkas ar yezh zoken. Kejañ raen gant yaouankizoù Diwan, tomm ouzh ar brezhoneg, o doa mil mizer d’ober eus ar brezhoneg ur gwir yezh eskemm gant o c’hamaraded.

Mallusoc’h-mallusañ e seblante din kompren penaos e c’hoari an treuzkas er familhoù. Santout a raen e oa se an difi brasañ evit dazont ar brezhoneg.
Un deiz, e 2015, ’moa komprenet e oan darev evit boulc’hañ ul labour enklask. Ur bloaz goude ’meus krouet al lec’hienn web-se en ur soñjal e vefe tud dedennet da heuliañ an avantur-se ganin, marteze…

2018-2020 Un dezenn doktorelezh war ar stern
Goude daou vloavezh Master 2 hag ur bloavezh frank o kenderc’hel gant ma enklask em eus kroget gant un dezenn doktorelezh war Skiantoù an Deskadurezh, dindan renerezh Hugues Pentecouteau ha Stefan Moal.
Arc’hantaouet eo an enklask-se gant Rannvro Breizh ha Skol-veur Roazhon 2 hanter-hanter. Pebezh chañs evidon ! Diaes eo kaoout kondisionoù gwelloc’h evit kas un enklask da benn !

Katell
katell.chantreau@univ-rennes2.fr