Goulennaoueg 2

Eil lodenn an enklask war treuzkas brezhoneg er familhoù. Goude bezañ goulennataet an dud war plas ar brezhoneg en o familh e fell din gouzout muioc’h war o mod da welet an desevel bugale dre vras.
Ne vo implijet an titouroù dastumet er c’houlennaoueg-mañ nemet evit magañ ma enklask war treuzkas ar brezhoneg er familhoù.
20 munutenn zo ezhomm a peu pre evit respont d’an holl c’houlennoù.

Palioù desevel

Evit prientiñ ho pugale da vevañ brav, da vevañ eürus, da vezañ tud vat, peseurt perzhioù a glaskit diorren pe broudañ enno ?

Peseurt live skol a blijfe deoc’h e vefe tizhet gant ho pugale ?

Ha kemer a ra perzh ho pugale e obererezhioù maez eus ar skol (sport, arzoù, katekiz, kampoù vakañsoù, stajoù e-kerzh ar vakansoù...) ? Resisaat evit pep bugel e oad hag an obererezhioù graet gantañ er bloaz-mañ (da skouer : bugel 1, 12 vloaz : boest an diaoul, stajoù sevenadur Breizh e-pad ar vakañsoù / bugel 2, 1 bloaz : babig neuñver)

Er bloavezhioù paseet, ha klasket ho peus stagañ pe tostaat ho pugale ouzh unan eus ar strolladoù pe kumuniezhioù-se, ober e seurt m’en en santfe perzh enno ?

Evit ma teufe ho pugale da vezañ tud en o bleud, peseurt hentenn desevel a gavit ar gwellañ ?

Pedagogiezh

Implijout an aotrouniezh gant ho pugale pa vez ezhomm zo un dra...

Piv en deus ar muiañ a aotrouniezh etre chwi hag ho pried (an hini emaoc’h o vevañ gantañ / ganti) ?

Senario 1 : Merzet ho peus e oa fall-tre reizhskritur ho pugel e galleg (ha n’eo ket gwelloc’h e yezhoù all). Ur c’helenner d’ho pugel en deus komzet eus se ganeoc’h. Plijout a rafe deoc’h ez afe ho pugel war-raok gant ar reizhskritur.

Senario 2 : Lent-tre eo ho pugel abaoe ur pennad. Serret eo warnañ e-unan. Merzet ho peus n’a ket war-zu ar vugale all james. Gortoz a ra e teufe ar re all davetañ, pezh ne c’hoarvez ket alies. Trist e seblant bezañ gant se. Ne fell ket dezhañ mont da c’hoari er-maez ken gant e gamaraded.

Aes a-walc’h pe diaes a-walc’h eo deskiñ d’ho pugale...
(Ma n’eo ket kozh a-walc’h ho pugel / ho pugale evit bezañ amprouet an traoù-se, respontit hervez penaos e vo d’ho soñj).

Rolloù desevel er familh

Piv a ra war-dro…
(Ma n’eo ket kozh a-walc’h ho pugel / ho pugale evit gellet amprouiñ an traoù-se, chomit hep respont).

E-kerzh ar miz tremenet, ha c’hoarvezet zo ganeoc’h komz gant ho pugel / (unan eus) ho pugale eus...
(Ma n’eo ket kozh a-walc’h ho pugel / ho pugale evit gellet amprouiñ an traoù-se, chomit hep respont).

E-kerzh ar miz tremenet, ha c’hoarvezet zo ganeoc’h ober traoù gant ho pugel / (unan eus) ho pugale...
(Ma n’eo ket kozh a-walc’h ho pugel / ho pugale evit gellet amprouiñ an traoù-se, chomit hep respont).

N’eo ket ral e vefe dizemglevioù etre an tadoù hag ar mammoù war ar mod da zesevel ar vugale. Penaos eo etre c’hwi ha tad(où) / mamm(où) ho pugale ?

Hervezoc’h, ha chalus eo diskouez d’ar vugale an dizemglevioù a vez etre an tad hag ar vamm war doareoù desevel ?

Kenurzhiañ

Evit desevel ho pugale ha kemer a rit harp war ditouroù kaset gant...

Ha c’hoarvezet eo ganeoc’h klask titouroù (kerent all, levrioù…) war treuzkas yezhoù bihan ?

Ha tud zo en ho familh pe en-dro deoc’h a gemer perzh e labour desevel ho pugel (tud a vez / a zo bet fiziet ho pugale enno alies pe pell a-walc’h) ?

Ne c’hortoz ket an holl dud ar memes traoù digant ar skol. Petra a soñj deoc’h diwar-benn ar misionoù meneget dindan ? Ha c’hwi gav deoc’h int (pe e tlefent bezañ) misionoù pennañ, pouezus pe eilrenk evit ar skol ?

Ha kemer a rit perzh (pe kemer a reot pe kemeret ho peus perzh) e buhez skol ho pugale ?

Petra a soñj deoc’h diwar-benn al labour noz (live skol gentañ) ? Penaos e vez meret ganeoc’h peurliesañ ?

Titouroù diwar ho penn

Titouroù ret evit gellet stagañ ar respontoù a-us ouzh ar respontoù ho poa graet warlene (goulennaoueg Treuzkas brezhoneg er familhoù).

Hentennoù enklask Kellerhals ha Montandon war strategiezhioù desevel ar familhoù o deus awenet kalz ac’hanon evit sevel ar c’houlennaoueg-se. Bennozh Doue d’an daou-se.