Efedoù kontrol broudañ treuzkas ar yezhoù mamm

Ur gamaradez din, brezhonegerez anezhi, ’doa kontet din ’doa lennet ul levr gant Claude Hagège pa oa yaouank. Claude Hagège a zisplege ennañ e oa gwelloc’h komz e yezh vamm d’e vugale eget ur yezh « desket » peogwir e veze mestroniet gwelloc’h. Dalc’het ’doa soñj eus an dra-se ha, p’he doa bet he bugale ’doa kavet gwelloc’h ober en galleg gante pa oa ar galleg he yezh-vamm dezhi.

Stourmerien ar brezhoneg vez alies kizidik ouzh arguzennoù difennourien al liested sevenadurel ha yezhel. Met ul lodenn eus o arguzennoù, talvoudus evit yezherien yezhoù bihan a-vihanik ha divroidi, a ya a-enep adperc’hennañ ar brezhoneg.
Penaos ober pa’z eo bet torret chadenn treuzkas ar yezh, pell zo dija ? Hag un dra vat eo broudañ tadoù ha mammoù yaouank bet desavet en galleg d’ober gant ar brezhoneg gant o bugale ?