Darvoudoù

4 munud e Breizh

Dewi Siberil zo deuet d’ar gêr da c’hoût muioc’h war disoc’hoù kentañ ma enklask. Sed aze disoc’h e labour e 4 munud krono.

10 vloaz Divskouarn

Tro ’meus bet da vuheziñ ur stal war tem an treuzkas er familh da-geñver an devezh aozet evit 10 vloaz Divskouarn d’an 28 a viz Du 2015 e Plougerne. Gant an dud en-dro d’an daol hor boa klasket renabliñ ar skoilhoù hag an diskoulmoù war hent an treuzkas, ar c’holl hag ar gounid. Setu an notennoù ’moa savet an deiz-se. Perak n’eo ket anat komz brezhoneg d’e vugale ? (skoilhoù) – bezañ e-unan

Ma dezenn e 120 munutenn

Etre 2018 ha 2022 e oa bet kaset da benn un dezenn doktorelezh gant Katell Chantreau diwar-benn treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Lakaet eo an disoc’hoù pennañ war-wel en heuliadenn videoioù “Ma dezenn e 120 munutenn”, a-hed 30 rann tematek. Savet e brezhoneg, istitloù e brezhoneg hag e galleg. Teir rann nevez a vo skignet bep sizhun, d’ar Sul noz, etre an 13 a viz Here hag ar 15 a viz Kerzu

Troiad prezegennoù

Penaos ‘mañ kont gant implij ar brezhoneg er gêr gant ar gerent vrezhonek ? Kant bro kant giz kant hiviz : da beb tad ha mamm e doare da verañ an afer-se. Ar choazoù yezhel, evel un toullad choazoù all, ne deuont ket deus forzh pelec’h ‘vat, na deus youl an den e-unan hepken. Ur bern traoù e vez levezonet gante choazoù yezhel ar gerent : an oad hag ar mod m’eo bet desket ar brezhoneg, an

Pennad-kaoz Brezhoweb

E miz Du 2021 oa deuet Lionel Buannic d’ar gêr da flepiñ diwar-benn ma enklask. Ur vrav a abadenn zo bet savet da heul an emgav-se.

Devezh studi "Treuzkas ur yezh vinorel"

Pedet oc’h da gemer perzh e devezh studi ar Seminar DIV YEZH d’ar Merc’her 20 a viz Du e Skol-veur Roazhon 2. Kavout a refet ar programm e traoñ ar bajenn. 20 munutenn e pad pep prezegenn, hag 20 munutenn goulennoù respontoù da heul. Titouroù pleustrek : Degemer adalek 9e30. Pred rannet : pep hini a gas un dra da zebriñ ha da evañ. Deuit gant ho kwerenn. Ne vo ket listri plastik war al

Kendiviz etrevroadel war an treuzkas yezhoù minorelaet en Oriant e miz Du 2018

D’ar Gwener 23 ha Sadorn 24 a viz Du 2018 e vo aozet ur c’hendiviz etrevroadel gant Skol-Veur Kreisteiz (UBS) en Oriant war an tem : "Brezhoneg, yezhoù minorelaet : dazont ha treuzkas er familhoù". Digor eo an emgav-se d’an holl ha sur ha n’eo ket marteze e vo boued preder a-feson evit an dud dedennet gant treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Da-geñver ar c’hollok-se e kinnigin ma disoc’hoù kentañ

Kafe flapiñ flapañ « Komz brezhoneg d’e vugale, vez ket aes bemdez »

D’an 13 a viz Meurzh 2016 oa bet kinniget gant Emglev Bro Douarnenez un abadenn flapiñ flapañ e brezhoneg war tem ar brezhoneg er familh. Setu penaos ’oa bet aozet an traoù : – tro an daol : pep hini en em ginnig buan walc’h (Penaos ’neus desket brezhoneg ? Ha brezhoneg oa barz e familh pa oa bihan ? Ha bugale ’neus ? Peseurt choazoù yezh ’neus graet evit komz gante ?…) – c’hoari kartoù* : war