10 vloaz Divskouarn

Tro ’meus bet da vuheziñ ur stal war tem an treuzkas er familh da-geñver an devezh aozet evit 10 vloaz Divskouarn d’an 28 a viz Du 2015 e Plougerne.
Gant an dud en-dro d’an daol hor boa klasket renabliñ ar skoilhoù hag an diskoulmoù war hent an treuzkas, ar c’holl hag ar gounid. Setu an notennoù ’moa savet an deiz-se.

Perak n’eo ket anat komz brezhoneg d’e vugale ? (skoilhoù)
- bezañ e-unan (ne vez ket skolioù brezhoneg bepred tost d’al lec’h bevañ, diouer a vrezhoneg e endro ar familh).
- en em ziskargañ war ar skol (diaes eo komz brezhoneg d’am bugale, neuze e fizian al labour-se er skol).
- ur yezh karantez nevez ? / pa ne glot ket ar brezhoneg gant ar blijadur : diouer a endro brezhoneg er familh, pa ne vez ket ar brezhoneg yezh ar mignoniezh, pa ne vez ket renket istorioù familh (brezhoneg yezh ar vezh, torret ar chadenn).
- pried nann-brezhoneger, familhoù adsavet.
- diouer a fiziañs en e choaz yezh pa ne vez ket brezhoneg gant ar vugale (digalonekaüs), pa ne vez ket distro ebet gant ar babigoù.

Petra lakfe aesoc’h an traoù ? (diskoulmoù)
- kreñvaat an endro brezhonek en-dro d’ar vugale (skol, kreizennoù dudi, kampoù, magourioù, levrioù…), hag en-dro d’ar gerent (kluboù, tavarnioù, stajoù, ar brezhoneg o vezañ ar yezh eskemm).
- brezhoneg ha plijadur.
- bezañ emskiant eus istor ar brezhoneg ha komz deus se gant e dud pa’z eo bet torret chadenn an treuzkas yezh en e familh.
- bezañ sklaer gant reolenn yezh er familh, divizout treuzkas pe get er c’houblad.
- stummadurioù brezhoneg er familh evit suraat implij ar brezhoneg e-pad daou vloaz kentañ ar babig.
- ober meur a vugel : aesoc’h evit an eil, kreñvoc’h ar vrezhonegerien.
- lenn levr Mikael Madeg.

Petra ’vez kollet pa vez komzet brezhoneg d’e vugale ?
- primder evit komz (ne vez ket mestroniet diouzhtu ar c’heriaoueg).
- pinvidigezh ar yezh (metaforennoù, troioù lavar anveet muioch e galleg eget e brezhoneg).
- displann, diresis displegadennoù zo.
- strivoù bemdez : ur stourm bemdez evit lakaat ar vugale da gomz.

Petra vez gounezet ?
- plijadur.
- poellegezh keñver e vennozhioù : ma fell din vefe un dazont evit ar brezhoneg neuze e treuzkasan ar brezhoneg d’am bugale, emrenerezh, kiriegezh, emouestl.
- dalc’husted (kenderc’hel daoust d’an diaesamantoù).
- uvelder (« ne oaran ket penaos vez lâret... », « ret vo klask er geriadur », « pa lârin mat... »).
- mont war-raok gant ar brezhoneg (tachenn yezh buhez familh kalz ledanoc’h evit hini ar stajoù).
- pediñ ma bugale barzh ma bed din (bed brezhoneg) : mignoned, stourm…
- muioc’h a vrokusted : treuzkas pep tra mui ar brezhoneg (ar vugale vo emskiant eus ar strivoù graet).