Treuzkas

Troiad prezegennoù e Breizh

War ar stern : un droiad prezegennoù e Breizh (etre Kerzu 2022 ha Meurzh 2023) evit kinnig disoc’hoù ma dezenn.

Prezegennoù da zont e Karaez, Montroulez, Sant-Brieg, Karnag, Sant Ervlan, An Oriant, Douarnenez.

Roll klok ar prezegennoù...


Echu eo an dezenn !

Goude 7 vloaz labour tenn eo bet kaset an dezenn-se da benn. D’an 29 a viz Even 2022 e oa bet soutenet, e skol-veur Roazhon 2. Bennozh Doue d’an holl dud o deus sikouret ’hanon en avañtur-se. Moaien zo da bellgargañ an dezenn o vont war ar pennad-se.


Pennad-kaoz Brezhoweb

E miz Du 2021 oa deuet Lionel Buannic d’ar gêr da flepiñ diwar-benn ma enklask. Ur vrav a abadenn zo bet savet da heul an emgav-se.




Rentañ-kont : Enklask Liseidi Diwan, o familhoù hag ar brezhoneg

Piv eo al liseidi Diwan ? Peseurt santimant a vagont ouzh ar brezhoneg ? Peseurt implij eus ar yezh ? Piv eo o zud ? Ha goût a reont brezhoneg ? Ha komz a reont brezhoneg gant o bugale ? Peseurt levezon o deus ar jener, an hentennoù skoliata, ar familh war an darempred o deus al liseidi gant ar brezhoneg ?...